Trêz ar Vari-Morgan

Ne oa ket Yann Duff, mestr Kafe Braz ar Porz, e
Landerne, evid kredi e zaoulagad. Bez' e oa dirazañ,
e-barz an ostaleri, eur paotrig eiz vloaz deuet da
brena madigou gand arhant saoz. Eur billed braz, hanter-kant
lur saoz anezañ, e-noa ar paotrig lakeet ablad
war ar hontouer. Eun toullad billiji all a oa gantañ
en e chakot.
«E peleh out bet, Yannig Mazeaz, o laerez ar billiji-ze
?», a houlennas Yann Duff.
«N'on ket bet o laerez anezo, Eontr. O havet ameus
e-touez ar bern trêz a welez a-hont, war ar hae.
O klask kregin e oan, e-touez an trêz, asamblez gand
va henderv, Pèrig Mazeaz, pa 'z om kouezet war ar
billiji-ze.»
«Luriou saoz e-touez an trêz ! Boulhast ar gurun !
Ha diskoachet e vefe ganit teñzor Rakam e Vleo Ruz ?
Deus da ziskouez an dra-ze din 'ta, va niz.»
Ha Yann Duff o vond gand ar paotrig war-gaoud ar
bern trêz bet diskarget war ar hae gand ekipaj ar Vari
Vorgan, eur vag sevel-trêz, euz Brest, perhennet gand
Pèr Toullgoad.
En ostaleri e oa ivez ar homiser Kaou Kemener.
Klevet e-noa ar gaoz a oa bet etre an daou all. Setu ma
yeas er-mêz d'o heul, ha da deurel eur zell ouz trêz
burzuduz ar Vari Vorgan.