Ar gorilhed

Ar gorilhed
Éditeur: Apogée
200763 pagesISBN 9782843982972
Format: Broché

Abaoe dekvloaziadoù e vez kaoz

eus gorilhed ar menezioù er

mediaoù en abeg d'ar strivoù a vez

graet da virout ar 600 loen zo bev

c'hoazh. Dekmiliadoù a c'horilhed

ar plaenennoù zo ivez e koadeier

kreiz Afrika. En arvar e vezont

lakaet gant obererezhioù mabden,

en o zouez korvoerezh ar

c'hoadoù. Studiet eo bet a-walc'h

ar strolladoù gorilhed-se da reiñ

dimp ur sell hollek war doareoù

bevañ an daou spesad-se ha dreist-holl

war o buhez sokial kemplezh.

Dizoloit amañ ar spesad liespried

souezhus-meurbet-se, ma vez liammoù

tost etre an div reizh, ma vez

dibabet o c'henc'hoarier revel gant

ar parezed, ma vez graet strivoù

bras gant ar pared d'o derc'hel ha

ma vez meur a strollad disheñvel

enno strolladoù gouennerien,

strolladoù loened hep parez ha

loened digenvez.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)