Ar prenestr arc'hant : barzhonegoù

Éditeur: An Alarc'h Embannadurioù
2011118 pagesISBN 9782916835259
Format: Broché
Anavezet eo Per Pondaven evit e labourioù war ar brezhoneg (anvioù
divoutin, bed ar mor...). Ne oa ket anavezet tamm ebet e varzhonegoù,
manet diembann betek-henn. Kreñv ha don int koulskoude, berr o
stumm, levezonet kenañ gant brezhoneg arvor Bro-Leon, an hini a rae
gantañ bemdez. Un den a furnez e oa Per Pondaven o prederiañ etre e sae
hag eñ war follentez ar bed, sed e kaver soñjoù du en enno alies, ha bez'
ez eus anezho ul lidadenn wir en enor d'an natur ha d'ar mor dreist-holl.
Ar mor, e vuiañ karet, en deus lonket bag ha den un devezh yen e miz
Genver 2008.
Diwar zorn Pierre Guerrier eo ar skeudennoù savet a-ratozh evit mont
gant ar pezhioù barzhoniezh an dastumad, ha gant Cheun ar Gall eo bet
savet ar rakskrid.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)