Feunteuniou brudet Bro-Leon

Feunteuniou brudet Bro Leon
Ar feuteuniou ez eus kaoz anezo el leor-mañ a oa « brudet » evid meur a abeg. Netra da weled, dre red, gand kaerder ar veinadurez tro-dro dezo. Eul liamm don o-doa tud ar vro ganto. Rag talvezoud a ree o dour estreged evid eva, rei d'ar chatal, gwalhi dillad... Lod a oa mad da barea diouz kleñvedou pe stadou yehed 'zo, lod da zivina planedenn an dud. Lod all 'veze kontet diwar o fenn eun istor goz pe eur vojenn bennag.
El leor-mañ 'vo kavet eur studiadenn euz 169 a feunteuniou brudet e Bro-Leon. Lod ne gaved roud ebed anezo beteg-henn e leor ebed. Mikael Madeg avad n'eo ket bet tra-walh dezañ lenn kement a oa bet skrivet araog. War an dachenn eo bet e peb leh e Bro-Leon, hag eul labour eo eneus greet dre gomz, hag e brezoneg ! Pemzeg vloaz bennag eo bet o tastum danvez al leor-mañ.
Diwar-benn peb feunteun 'vo kavet heh ano hag e vez displeget piz penaoz mond d'he gweled, pe stuz dezi dre vraz, ha petra 'oa he brud, beteg troidellou 'kreiz an XX<sup>ved</sup> bennag evid ar re 'veze darempredet da ziweza.