Kornôg pell

Kornôg pell
Éditeur: Keit Vimp Bev
201042 pagesISBN 9782868241467
Format: Poche

Emañ ar vapeur gozh oc'h adsevel gant an Hudson Bay. Iskis eo

e gwirionez : emaon o vont kuit tra ma'z eus maread a dud o

tivroiñ evit seveniñ o «huñvre amerikan». Leun eo c'hoazh va

fronelloù gant frondoù ar pradeier divent, leun ma divskouarn

gant tousmac'h ar c'hezeg o redek a-dizh foeltr, leun ma fenn

gant splannder an nozvezhioù steredennek.

Letanant e oa Mark Poullard e armeoù Napoleon III ha deuet

c'hoant dezhañ da vont da denner poltridi en Amerika. Eno e

kej ouzh un trapour kozh, Martin Racette, hag ouzh Indianed

Siouks. Ha kavout a raio ster e vuhez e kompagnuniezh e

vignoned nevez ?

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)