Lavar. Vol. 21

LAVAR 21
Pevar bloaz zo aet hebiou abaoe embannidigezh LAVAR 20 ha mall e oa lakaat e gouloù an niverenn da heul. Gwir eo ez eus bet graet labourioù all e-keit-se, Rannoù 11, 12 ha 13 Geriadur ar Vezekniezh , pa na ve ken. Ramzel eo al labour a chom da seveniñ ha darbar o devez ar re a chom eus koskor Preder.
Ur wech c'hoazh, en niverenn-mañ e vo kavet ar respontoù graet gant Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg da c'houlennoù Martial Ménard evit pengenniñ e Dictionnaire Français-Breton, Éditions Palantines, Quimper, 2012.
A hent all e vo kavet ivez an eskemmoù etre kenskriverion voas ar steudad. Dek vloaz diwezhatoc'h e welomp ez eo bet fonnus eskemmoù ar bloavezh 2012, trawale'h da leuniañ un niverenn eus LAVAR . Mennet, omp da genderc'hel betek ma vo marilhet an holl eskemmoù yezh betek bremañ, pezh a ray un niver mat a levrennoù. Pouezus bras eo al labour-se, pa ampar diazez diorreadur hon bro war an tachennoù yezhel, kefredel ha politikel ivez, a-benn ar fin. Hep ankouaat an dachenn speredel, a gemero al lec'h kentañ, hep ket a var.