Geriadur an arvor

Geriadur an arvor

Geriadur an arvor
200989 pagesISBN 9782916835136
Format: Broché

A-raok dezhañ koll e vuhez war vor, hag eñ gwall yaouank

c'hoazh (45 bloaz ne oa ken), en doa kaset Per Pondaven

ur pezh mell labour dastum e-touez brezhonegerien Arvor

Bro-Leon. Anavezet eo bremañ e labourioù diwar-benn an

anvioù-lec'h hag an anvioù tud.

Savet e oa bet ivez gantañ ur geriadur hag a ziskouez deomp

gerioù bet klevet e-touez Arvoriz ha komprenet mat c'hoazh

an darn vrasañ anezho. Teir lodenn a ya d'ober ar studiadenn-mañ.

Da gentañ, ar gerioù implijet e lec'hanvadurezh bord ar

mor, gant skouerioù prizius roet da heul. Da eil, "ar mor o

vevañ", kaoz a vez diwar-benn ar mor, fur pe foll, ar mareoù

hag an divareoù; atav gerioù bet testeniet el lec'hanvadurezh.

An trede a zo disheñvel un tammig: gerioù teknikel hag a sell

ouzh ar pesketaerezh.

Ul labour pizh ha pinvidik eo hag a zeu da greskiñ a-feson

hon anaoudegezh eus brezhoneg ar mor.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)