Al levriou e brezoneg evid ar vugale

Al levriou e brezoneg evid ar vugale

Al levriou e brezoneg evid ar vugale
Éditeur: Emgleo Breiz
2006221 pagesISBN 9782911210518
Format: Broché

Al levriou e brezoneg evid ar vugale

Den ebed c'hoaz n'e-noa bet greet ar gont euz toud al leoriou a zo bet embannet e brezoneg evid ar vugale e-kerz an 20<sup>ved</sup> kantved, a-raog hag abaoe. Yann-Envel Kervoas e-neus greet, hag e-neus kavet e oa bet moullet 628 a ditlou !

Peseurt leoriou a roer da lenn d'ar vugale en or yez ? Piou ar skrivagnerien hag an embannerien ? Perag ez eus kemend-all a droidiegeziou ? Penaoz eo bet eet an embann d'an daoulamm abaoe ar bloaveziou 1980 ? Petra an diêzteriou a zo hirio ?

Petra vez desket er skol, ouspenn skriva ha jedi ? Lenn evel-just ! Ahanta, setu amañ da vad ar studiadenn genta war ar pez a roer da lenn d'ar vugale e brezoneg.

Al leor-mañ a vo eur bern tud a vo dedennet gantañ :

- an tadou hag ar mammou ema o bugale er skoliou diou-yezeg,

- ar skolaerien hag ar gelennerien,

- ar studierien...

- ha kerkoulz all, an oll re eo tomm o halon ouz ar brezoneg !

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)