Lestr o hiraezh

Lestr o hiraezh

Lestr o hiraezh
2008164 pagesISBN 9782868631497
Format: Broché

Konan, ar Mestr, en doa dibabet sentiñ ouzh al lusk a

veze debret e vuhez gantañ a-vihanik ha mont hep damantiñ

e bourzh al Lestr, o sammañ warnañ mil mallozh ar bed

stag ouzh ar vag-se.

Koulskoude, neb a zibabo mont d'e heul a zesko diwar

e goust e-unan pegen bresk e c'hell bezañ levezon ar Mestr

pa ranko hemañ plegañ d'e dro d'ur galloud dic'hortoz

dreist d'e youl hag a vo krignet gantañ kalon e blanedenn.

Daoust ha tonket e vo dezhañ, goude bezañ gouestlet e

vuhez d'ar beajoù dibenn war ar morioù arvarus, echuiñ e

gantreadennoù pell diouzh e garidi en ur gichen gant Lestr

e Hiraezh ?

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)