Dizolein ar broioù balt : danevell veaj 2019

Dizoleiñ Ar Broioù Balt
Danevell-Veaj (2019)
Lituania, Latvia, Estonia ... teir bro vihan war wrimennoù reterañ kumuniezh Europa ...
Hon c'has a ra Jorj Abherve-Gwegen d'e heul eus traonienn an Nemunas, e Lituania, betek al lenn Peipsi en Estonia, damdost d'an harzoù gant Rusia.
Mont a reomp en e ser etrezek aod ar mor baltek, e-lec'h m'emañ porzh Liepaja, a vage darempredoù dre vor gwechall, gant Sant-Maloù ha Rosko.
Ambrouget e vimp gant an oberour e pep hini eus an teir c'hêrbenn valt : Vilnius, intret gant an arz barok ; Riga hag he ziez « arz nevez » ; ha Tallin, gronnet gant ramparzhioù eus ar Grennamzer.
War hon hent e raimp gwelloc'h anaoudegezh gant istor an teir bro hag an hir a stourm difeuls a gasas d'o dizalc'hiezh, tregont vloaz 'zo. Marevezh an « dispac'h war gan » e oa ...