Avel Draezh

Avel Draezh
200379 pagesISBN 9782951172159
Format: Broché

Vento di sabbia

« Mankout a ra din ar vamm-gozh a lakae ac'hanon da soñjal e oan an dra briziusañ er bed a-bezh. »

Roudoù don o deus lezet e spered o bugale-vihan ar mammoù-kozh a vez kontet o istorioù en danevelloù-mañ.

Daoust d'o zenerded ne oant ket mammoù-kozh sederaus : maouezed diouto o-unan e oant, stourmet o devoa a-enep an hengounioù evit bezañ dieub, tec'het o doa a-wezhioù ; eus Madagaskar, eus ar Mali, eus Polonia...Bamus hag ankenius e oant.

Peseurt kempouez a c'heller kavout etre an hengoun hag ar vodernelezh ? Etre an eürusted han an anken ? Peseurt darempredoù a c'hell bezañ etre ar remziadoù ? Petra zo kuzhet e don pep boud ? Hag eñvorenn ar yaouankiz a zo bravoc'h eget ar yaouankiz he-unan ?

Sed ar seurt goulennoù a vez savet el levr-mañ, mesket ennañ ar gwirvoud hag ar faltazi, ha skrivet en ur stil gwevn ha pizh war un dro.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)