Kestell-traezh evit kezeg ar mor

Éditeur: Skol Vreizh
2001168 pagesISBN 9782911447471
Format: Broché
Skiltroc'h eget ar biniou pa vez o voudal ; c'hwekoc'h eget an delenn pe ar piano pa vez bizied skañv o tañsal warne ; safarusoc'h eget ar rebed ; kizidikoc'h eget ar violoñs etre daouarn Yehudi Menuhin ; flouroc'h eget ar fleüt ; meurdezusoc'h eget an ograoù ; diaoulekoc'h eget an akordeoñs ; donoc'h he galv eget hini an taboulin pe ar bodhran ; teneroc'h eget ar balalaïka ; iskisoc'h eget an derbouka pe ar bouzouki ; evelse emañ ar yezh omp ganet ganti. N'eus hini all ebet gouest d'hor c'has betek ar penn pellañ. N'eus hini all ebet, dreist-holl, barrek d'hor sachañ e-maez ac'hanomp hon unan. Hag eno eo emañ an dalc'h.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)