Barzhonegoù. Vol. 2. Eil levrenn

Barzhonegoù. Vol. 2. Eil levrenn

Barzhonegoù. Vol. 2. Eil levrenn
Éditeur: Daskor Breizh
2017118 pagesISBN 9782377490172
Format: Broché

« Soñjal a rae ganin, pell en amzerioù bet,

Klevet youc'hadennoù o tiston dre ar bed,

Ha gwel't war-zu Kuzh-Heol galloudus o tonet

Keltied bras gwechall, tud kozh ar Vretoned.

Evel ur wagenn ruilh o vont dall gant he hent,

Ouzh netra n'o doa aon, dirak den ne dec'hent ;

Met son o c'hleze dir, 'forzh pelec'h e stoke,

A rae d'ar bobligoù redek kuit araoke.

Hag i'zalc'he bepred da vont, da vont en-dro,

Da lammat dreist pep stêr, pep menez ha pep bro

Evit tizhout, hentet gant o Doue Belen,

Ar mor glas 'lec'h ma kuzh bep noz e benn melen,

'Lec'h ma lugern, e deun ur blaenenn benniget,

Ar Baradoz eürus graet'vit ar C'heltied. »

e brezhoneg !

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)