Mojennoù ar marv : e Breizh-Izel ha Breizh-Uhel

Mojennoù ar marv : e Breizh-Izel ha Breizh-Uhel

Mojennoù ar marv : e Breizh-Izel ha Breizh-Uhel
2013169 pagesISBN 9782916835457
Format: Broché

Brud'zo gant ar mojennoù hag ar c'hontadennoù en-dro d'ar marv ha

d'an traoù spont e Breizh. An darn vrasañ anezho a oa bet dastumet

e brezhoneg met embannet ha brudet e galleg hepken, evel ma oa bet

graet gant Anatol ar Braz (war-bouez un danevell) evit danvez Breizh-Izel.

Tra souezhus, e brezhoneg eo ez eus bet roet d'anaout un darn eus

danvez Breizh-Uhel, gant Ronan Kermene.

Kavet e vo bodet amañ kontadennoù bet dastumet e brezhoneg wareeun

pe troet gant tud all, diwar-benn an danvez-se, diwar skridoù

Fañch an Uhel, Anatol ar Braz, Emil Souetr ha meur a hini all c'hoazh;

danvez Breizh-Uhel dastumet gant Ronan Kermene; gwerzioù ha

gwerzennoù kozh; hag evit klozañ, un dornadig danevelloù nevesoc'h

gant skrivagnerien anavezet evel Youenn Drezen, Ronan Kermene hag

Abeozen.

Adkavit e brezhoneg gwigour karrig an Ankoù, taolioù golvazh ar

c'hannerezed noz, yud an anaon distro war an douar...

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)