Kanaouennou

Ma zo eur haner a zo bet dalhet soñj deuz e vouez ha deuz e ganaouennou e bro-Dreger eh eo a-dra-zur Jean Derrien. Bet eo bet unan euz brudeta kanerien Strollad Beilladegou Treger. Strakal o daouarn a ree an dud pa glevent anezañ o tistaga e ganaouennou : « pa'h erruen war al leur, emezañ, e cheñche ar zal ».
Da genta, e sone hag e kane traou anavezet. Med dond a reas da veza skuiz o kana bepred ar memez kanaouennou. Sed petra 'reas, nemed en em lakad da zevel reou nevez ! Sod e oa Tregeriz gand e ganaouennou, pe e raje goap, pe e raje fent, pe 'vije karantez pe 'vije teneridigez. Plijoud a ree dezañ ive kana ar mor hag ar vartoloded. Ma vije bet eun top 40 e bro-Dreger, sur e vije bet Jean Derrien er penn a-raog.
Eüruz e vez bremañ Jean Derrien pa glev reou yaouank o kana e ganaouennou : laouenidigez a deu diwarne, ha neket melkoni.