Distro Jarl eus ar brezel : romant

Distro Jarl eus ar brezel : romant

Distro Jarl eus ar brezel : romant
Éditeur: Skol Vreizh
2018141 pagesISBN 9782367580821
Format: Broché

Goulc'han Kervella

Distro Jarl eus ar brezel

Mont a reas ar gwaz yaouank, dre goadeg gwez-avaloù ar C'harnog, betek ostaleri Mari ar Blag, war blasenn ar moc'h, e traoñ kêr. Un toulladig paotred kozh a oa oc'h evañ banneoù, harpet ouzh an daol-gont. « Sell 'ta piv ! Jarl al Lossok ! » Sebezet e oant chomet, o sellet outañ, ger ail ebet ganto.

Setu istor Jarl, un den yaouank a 23 vloaz, chomet gloazet war-lerc'h un argad spouronus hag euzhus er bloavezh 1916. Eñ, deuet en-dro d'e vro, tri bloaz war-lerc'h, ne oa ket bet sioulaet e spered. Daoust ma oa aet da besketaer ha bezhinaer adarre, evel araok, e oa aet e vuhez kent da get war ar memes tro...

Pelloc'h eget an istor fromus kontet deomp gant G. Kervella e kaver, er romant-mañ, buhez Arvoriz a-wechall, pa veve an dud diouzh ar mor hag an douar, pa oa bevennet mat o buhez gant ar gizioù bro, al labour hag ar relijion.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)