Absolvenn dre vuntr

Absolvenn dre vuntr

Absolvenn dre vuntr
2012372 pagesISBN 9782916835433
Format: Broché

Emaomp er bloaz 664. En un abati e Norzhumbria eo bet bodet, gant ar roue Oswy, pennoù bras an ilizoù keltiek ha roman. Da heul ar breudoù-se e vo divizet hag-eñ e kendalc'ho ar rouantelezh da heuliañ gizioù an iliz keltiek pe hag-eñ e tuo gant doareoù Roma.

Bec'h ha sach a zo etre an daou duad, ha setu ma vez kavet lazhet un abadez eus Iwerzhon, mignonez dar c'hoar Fidelma. Homañ ziwezhañ a zo ul leanez eus Iliz Keltia, met ivez ur plac'h a lezenn a live uhel, barrek da zirouestlañ an enklaskoù luzietañ. Evit ma vo neptu an enklask e vez lakaet da geveilad dezhi ur manac'h sakson, Eadulf. Goulennet e vo diganto kavout penn d'ar marv-se pa glask an daou duad ober o mad eus ar gwall zegouezh-se evit lakaat an traoù da strakañ...

Gwashañ pezh a zo evito, kenderc'hel a ra an drouklazhoù en abati...

« Absolvenn dre vuntr » eo enklask kentañ ar'choar Fidelma. Un heuliad a ra berzh er bed a-bezh pa'z eus bet gwerzhet ouzhpenn tri milion a skouerennoù betek-henn ha lakaet en un ugent yezh bennak. Savet int gant Peter Tremayne, un arbennigour war sevenadur ar Gelted kozh.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)