Da rouz an noz

C'hwec'h danevell a zo e levr nevez Per Denez, o tremen e meur a lec'h e Breizh, er c'hornioù karet ar muiañ gant an oberour, ha zoken e-maez ar vro. Gouzout a ra Per Denez c'hoari gant ar faltazi hag ar marzh : an dud kinniget deomp gantañ avat, ne vez morse nag evurus o buhez, na sioul o c'halon. Setu perak marteze e vez tres ar wirionez warno. Pa sell ouzh ar vuhez war e dro, ez eo gant tonkadur ar re baour hag ar re zister e vez fromet Per Denez ar muiañ hag an taolennoù du livet gantañ a c'hellfe lakaat da sevel en e lennerien ar c'hoant hag ar youl da c'hounit evito reizhder ha doujañs. Bez' e c'heller atav en em c'houlenn : pelec'h emañ en e skridoù ar vevenn etre gwirionez ha faltazi ? Forzh penaos e vezont dedennus da lenn, zoken pa ouzer ez echuo an den hag e istor en un doare kriz.