Ar follez yaouank. Iwerzhon dishual. Skol Sant Enda : ha teir studiadenn

Bras eo bet levezon Iwerzhon war an Emsav e-doug an XX<sup>vet</sup> kantved. Ur skouer splann eo Ar follez yaouank , oberenn Fant Rozeg « Meavenn », he devoa bet tro da vont da vro hor c'hendirvi evit ar wech kentañ er bloavezh 1931. Eus ar veaj-se e tiwanas hec'h oberenn vrudetañ, hag unan eus pennoberennoù hol lennegezh. Un danevell hir diwarbenn ur plac'h empleget e-barzh an darvoudoù a zeraouas war-lerc'h emsavadeg Pask ha brezel diabarzh Iwerzhon eo Ar follez yaouank.
A-gevret gant an danevell-mañ e kinniger daou desteni bet skrivet gant Meavenn diwar-benn he beaj Iwerzhon hag ar skol divyezhek diazezet gant Pádraig Mac Piarais, Skol Sant Enda. Div studiadenn diwar-benn Ar follez yaouank a vo kavet ivez war un dro gant ur vurutelladenn arbennik a-zivout film Yves Allégret La jeune folle bet sevenet e 1952 diwar an danevell.