Sevenadurez ar geiz : krennlavariou, rimodellou ha lavarennou : dornleor evid an deskarded

Deuz Kleder e oa an eskob Visant Fave (1902-1997), ha bevet e-noa e yaouankiz d'eur
mare ma oa c'hoaz ar brezoneg en e vrud, da lavared eo e-tro ar brezel-bed kenta.
Maget e oa bet gand Feiz ha Breiz, ha beaji e-noa greet dre ar bed pa oa bet karget
gand an eskopti deuz an darempredou gand ar visionerien. Anaoudegez e-noa eta
deuz sevenadurez ar geiz e meur a vro, Breiz hag all. Amañ e kinnig deom Jean-Claude
Miossec ar hrennlavariou, ar rimodellou hag al lavarennou bet dastumet gand Visant
Fave. Renket int bet hervez an danvez, ha bez' ez int eun testeni berr deuz sevenadur
ar mêziou e Breiz en XXved kantved : spered ar Vretoned a gaver e-barz, hag o fleg da
hoari gand ar yez, ha da dreuzkas furnez evel-se. Ra vezo al leorig-mañ eun alhwez
hag eur sikour evid ar re a zo o teski ar yez !