Ma buhez e ker ar vinaoued. Vol. 2. Eur homunist en Uhelgoad : 1939-2005

Ma buhez e Kêr ar Vinaoued
Eur Homunist en Uhelgoad
Yann-Vari Skragn n'eo ket deuz rumm an dud eo greet o bragou dezo a-raog o reor. Eur peizant bihan eo bet da genta en Uhelgoad. Pa ne oa ket evid beva enni, e-noa dilaosket e feurm. Keuz braz e-noa bet : er vengleuz e veze nav eur bemdez en e zao dirag eur mekanik. Deuz eun tammig mestr evel ma soñje dezañ e oa a-raog, ne oa ken nemed eur mevel.
Yann-Vari Skragn a gav dezañ ema al labour da veza lakaet a-raog an arhant, ha n'eo ket ar hontrol evel m'ema bremañ. N'eo ket d'an arhant brein, emezañ, da ren ar bed.
Abalamour da ze ema gand ar gomunisted, abaoe m'eo paotr yaouank. E-pad daou-ugent vloaz, eh int bet kreñv e bro Uhelgoad. Med e 1983, o-deus paket eun dihastadenn. Konta a ra Y.V. Skragn petra 'zo kaoz ma h eo kouezet ar parti ken izel ha m'ema.
Eun displegadur deuz e vuhez eo al leor-mañ, ha deuz istor ar vro war ar memez tro. En brezoneg brao e lar ar pez a zonj. Kouezet eo en he foull toud an esperañs e-noa da weled ar bed o cheñch tu. En em houlenn a ra daoust hag-eñ 'vo red gortoz hir amzer c'hoaz 'benn ma vo gallet cheñch penn d'an traou...
Pevar leor all e-neus skrivet Yann-Vari Skragn dija e brezoneg, ha tri e galleg.