Moueziou Indianed

Moueziou Indianed

Moueziou Indianed
Éditeur: Emgleo Breiz
201045 pagesISBN 9782359740066
Format: Broché

Moueziou Indianed

Indianed an Amerik e oar an oll piou int. Na ped ha ped skeudenn ha fals-skeudenn diouto n'eus ket bet, beteg hirio an deiz ? Stourm ha glahar zo bet en o istor, e-leiz. Ne oa ket anezo gwechall eur boblañs a ouie skriva he Iennegez. Unan dre gomz e oa. Dre skrid eo bet lakaet memestra, ha tamm-ha-tamm eo deuet an Indianed yaouank da skriva ive, da ezteuler santadou hag anien o fobl. Ne zegas ket d'ho soñj eur bobl bennag all ?

Eur choaz bommou gand Indianed veur a vez kinniget amañ, hag eston eo pegen beo ha gwirion e chom o freder : an natur hag an doujañs dleet dezi, peogwir ema mabden e-barz ; an uvelded hag an hengoun ; an darempredou kenetre ar rummadou. Daoust hag-eñ e ouie an oll piou eo da vad Indianed an Amerik ? Grit amañ, e berr heriou, eun tañva deuz furnez ar re a fell dezo beva en o zao.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)