Tu pe du

Éditeur: Keit Vimp Bev
201077 pagesISBN 9782868241481
Format: Poche
Kenderc'hel a ra lagad an heol da skediñ
hardizh war maezioù Bro-Leon don. Gwiskañ
a ra Annaig lunedoù du. 'Benn ur c'hardeur
kreñv ec'h erruo e Kerneblec'h. Anaout a ra
mat-kenañ boazamantoù an ti : ne vo ket
echuet e labour war-dro ar saout gant Ronan.
Chom a raio-hi da c'hortoz he breur pellik
amzer 'barzh ar gegin, asambles gant he
mamm, ha kaozeal a raint eus traoù didalvez
nemetken. N'eo ket ganti e ouezo hiroc'h,
yantao.
Pemp danevell hir, o kinnig kasoni ha
karantez. Pemp skrid liammet gant an douar,
an Istor, ar vro, skeudennet enno tudennoù
kreñv. Pemp istor tost deus ar bobl, kontet
gant lusk ha fent evit plijadur an holl.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)