Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved. Vol. 1. 1900-1918 : ar wirionez hag an huñvreou kaer

Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved. Vol. 1. 1900-1918 : ar wirionez hag an huñvreou kaer

Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved. Vol. 1. 1900-1918 : ar wirionez hag an huñvreou kaer
Éditeur: Skol Vreizh
2002445 pagesISBN 9782911447563
Format: Relié

Moarvat e vo ar wech kentañ da dud zo, brezhonegerien ha gallegerien dreist-holl gouzout doare al lennegezh e brezhoneg, ken diaes m'eo lenn ar brezhoneg evit lod ha ken diaes kavout an danvez da lenn evit lod all.

En ur lenn al levr-mañ, Lennegezh ar brezhoneg en XX<sup>vet</sup> kantved, e teuy splann war-wel doare al lennegezh-se. Ouzhpenn kant skrivagner a vez kinniget amañ, daou c'hant bet skrivet ganto ul levr d'an neubeutañ hag un toullad skriverien all war-briz. An holl dud-se, bihan ha bras, a vez kinniget deomp gant F. Favereau, kelenner brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2. Kinniget pep skrivagner, lavaret peseurt eo danvez e skridoù, gant tammoù pennadoù da heul. Souezh gwelet pegen fonnus eo bet hag eo c'hoazh ar skridoù e brezhoneg !

Ur yezh sakr oc'h ober he zalarou, `mut-hu ?

Ha sur oc'h eus an dra-se ? Dav eo lavaret n'eo ket frank tachenn ar brezhoneg hag e skriv ar skrivagnerien diouzh o fenn o-unan peurvuiañ. N'haller ket lakaat lennegezh ar brezhoneg par-ha-par gant re ar yezhou bras. Nann da. Taolet-ha-distaolet eo bet skrivagnerien ar brezhoneg gant seizh avel an Istor a-hed ar c'hantved. War-lerc'h daou emzao e teuy nevezenti adarre ha muioc'h meskaj evel a vez war ar bed bras pelloc'h. Ma n'emañ ket (ken) lennegezh ar brezhoneg e-maez an Istor, neketa ?

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)