Tavarn ar peoh : reuz-c'hoari

Éditeur: Emgleo Breiz
201489 pagesISBN 9782359740950
Format: Broché
Deuz Rezistañs zo kaoz amañ, eur gaoz tost da galon Marharid Siche,
mesket gand unan all anavezet mad ganti : mojennou meur Bro-Hres. En eur
mod ampart e vesk an daou evid taolenni Tavarn ar peoh, en eur gêr vihan a
Vreiz-Izel, m'en en gav eno paotred ha merhed, koz ha yaouank, deuz tu
paotred ar strouez pe deuz tu an enebour. Ema Hermes, Ares hag Afroditez
o selled outo o tifreta, paket ma z int oll, a-bell pe a-dost, e reuz an Istor. Ken
e tenn Marharid Siche eur gentel-vuhez alese, unan hag a hell talvezoud e
peb leh, hag e peb poent. Piou a yelo da-heul e galon, piou da-heul e laoskentez
? C'hoariellou eo tud Tavarn ar peoh, etre daouarn doueed ar maro hag
ar garantez... Nemed ha boued an ankounac'h eo e vefent ?
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)