Bravoc'h e vo warc'hoazh

Éditeur: Keit Vimp Bev
2005190 pagesISBN 9782868240538
Format: Broché
Yaouank eo Gregory, met bras a-walc'h evit kompren n'eus den ebet evit ober war e dro. Dalc'het eo e dad hag e vamm gant o labour.
N'eus den ebet hag a c'hellfe selaou anezhañ. Nemet Leila, e vignonez.
Dilojet he deus homañ, nevez 'zo. Setu ma lak Gregory en e soñj adkavout anezhi. Tec'hout a raio kuit diouzh ar gêr. Klask a raio tañva ur vuhez nevez.
Kavout a raio bod e ti Mamba, un afrikanez kozh, uzet gant ar vuhez met na pegen disheñvel he doare-bevañ.
Un istor mignoniezh eo a gont al levr-mañ, o tremen dreist d'an diforc'hioù oad, liv kroc'hen ha kredennoù. Darempredoù eus ar seurt a heter d'an holl. Evit ma vefe bravoc'h ar bed warc'hoazh.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)