Gwennva an Douar Glas

Gwennva an Douar Glas

Gwennva an Douar Glas
Éditeur: Aber
201395 pagesISBN 9782916845227
Format: Broché

Gwennva an douar glas

Greunland : ur bed all, kalet ha kenedus, boemus, ma ren nerzh garv un natur digabestr.

Erc'h ha skorn, betek an dremmwel, ha strewet amañ-ahont un tiez bennak ruz-flamm... Sophie Tessier a brof d'al lenner hoal strobinellus ar gweledvaoù dianav-se, dre he barzhonegoù hag he skeudennoù fromus ha leun a gizidigezh.

En ur zec'hervel mojennoù ha gwengeloù greunlandat, e tigor ivez un ode davet kevrinoù ar sevenadurezh inuit.

Kelennercz war al lennegezh eo Sophie.

Dedennet-bras gant ar broioù norzhel, he deus beajet alies e Lec'hlenn, en Island.

Hogen gant Greunland eo, an Douar Glas, m'eo boemet da vat. Meur a wech dija he deus ergerzhet ar vro, e-pad an hañv, e-pad ar goañv, war an douar - pe war an erc'h - ha war vor. Ergerzhadennoù all zo rakwelet...

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)