Skleur en noz

Skleur en noz
Kevellennoù, kontadennoù, barzhoniezh... An dek testenn-mañ ganto frond ar mor zo rizhek eus bed ar skrivagnerez, ma ren an ijin ha nerzh al lavar.
Etre faltazi ha beziadoù, he zudennoù a lak o hunvreoù da zont da wir.
Skridoù lennegel Pierrette Kermoal a c'hoarvez eus danevelloù, kontadennoù, kevellennoù, barzhonegoù, liesseurt o awen, ha troidigezhioù : Ar Priñs Bihan gant Saint-Exupéry, Skeudennoù da Gruzoe gant Saint-John Perse, Laeoù Marie de France, Dr Jekyll ha Mr Hyde gant R.L. Stevenson, e-touez re all.
Digoret he deus al lennegezh vrezhonek d'ar skridvamerezh dre studiañ oberennoù pennañ hon lennegezh : romantoù ha kevellennoù Roparz Hemon ( Un Ene Tan ), e c'hoariva ( Arvezioù eus c'hoariva Roparz Hemon , in Liorzh al Lennegezh ), e varzhonegoù ( A-youl ar Gwent ). Pledet he deus ivez gant skridoù Jakez Riou, Meavenn, Youenn Drezen, Tangi Malmanche...