Ar c'hoari-echedoù

Ar c'hoari-echedoù

Ar c'hoari-echedoù
2013104 pagesISBN 9782916835501
Format: Broché

An daneveller hag ur mignon a zo e bourzh ur vag hag a ya

eus New York da Vuenos Aires. War ar vag-se emañ ivez ar

c'hoarier-echedoù brudet Mirko Czentovic, an hini na goll

nepred ha kampion ar bed. Klask a ra un dornad tud varrek

war ar c'hoari kaout an trec'h war ar c'hampion, en aner.

Met setu unan bennak, dianav d'an holl, o reiñ alioù eus

ar re wellañ. Ken barrek e seblant bezañ ma c'houlenner

digantañ c'hoari a-enep Czentovic.

Piv a vo trec'h? An hini n'en deus ket c'hoariet abaoe bloavezhioù

ha bet desket gantañ ar reolennoù en un doare

souezhus pa oa bac'het gant an nazied, pe Czentovic, an hini

donezonet dreist daoust ma'z eo dizesk?

Kaout poell pe bezañ lemm a spered? Setu petra 'glask an

danveller kompren o studiañ emzalc'h ha buhez an daou

c'hoarier. Liammet don eo ivez an istor gant mare kriz ar

brezel diwezhañ.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)