Troioù-kaer Vick ha Vicky. Vol. 3. Aet diwar wel war Enizenac'h

Troioù-kaer Vick ha Vicky. Vol. 3. Aet diwar wel war Enizenac'h

Troioù-kaer Vick ha Vicky. Vol. 3. Aet diwar wel war Enizenac'h
Éditeur: P'tit Louis
200848 pagesISBN 9782914721202

«Enizenac'h, enezennig 7 km a hirder, zo

unan eus ar re gaerañ er Mor Bihan. Bevañ

a ra gant an douristelezh hag ar sevel istr.

Gouez-pe glas eo he aodoù.

He rozioù hag he ziez a ziskouez un enezenn

sioul ha plijus.»

En dremmva-se leun a vojennoù e oa bet

divizet gant ur skout yaouank, Angelino,

da dremen e vakañsoù hañv. Met traoù iskis

a vo gwelet gantañ da vare un nozvezh

arnev : mont a ra ur vaouez hag ur gwaz

diwar wel dirazañ e dourioù ar Mor Bihan.

Angelino a gont e istor d'unan kozh war an

enezenn. Hemañ a ya da gontañ d'an holl

war an enezenn eo Mojenn enizenac'h

zo o tont en-dro eus an amzer dremenet.

Hegaset eo Angelino gant an dud daoust

d'ar pezh zo bet dizoloet gantañ antronoz

el lec'h ma oa aet an dud diwar wel.

Goulenn a ra sikour digant e vignoned :

Vick, Vicky ha bagad ar bleizi gwenn. Met

ur wezh degouezhet war an enezenn, lod

anezho a ya diwar wel ivez.

Daoust hag e vefe satanazet an enezenn ?

Daoust hag e vefe gwir ar vojenn en ur mod

bennak ?

Kit da heul Vick ha Vicky evit an

dro-gaer-mañ zo leun a arnevioù hag a

gevrinoù :

«Aet diwar wel war Enizenac'h».

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)