Gaston. Vol. 10

Gaston. Vol. 10

Gaston. Vol. 10
Éditeur: Yoran
200746 pagesISBN 9782916579030
Format: Broché

Ganet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresañ zo

bet pouezus evitañ adal e vugeliezh.

Kregiñ a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon

Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresañ

"Le Tank" ha "Les Maisons préfabriquées". E-keit se e sav ur bern tresadennoù

evit kelaouennoù a bep seurt.

Goude 1949 e vo sammet gant ar stirad "Spirou et Fantasio", gant an tresañ

hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù

liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont

Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha

Zorglub, h.a.

Etre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro "Modeste et Pompon" bet krouet

gantañ evit ar gelaouenn Tintin.

E 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un "haroz dilabour" krouet

gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh

hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all !

Evit un emziskouez dister eo pedet Gaston war Spirou da gentañ. Leuskel a ra roudoù glas

un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadañ reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat.

Ne oa ket bet krouet Gaston da vezañ un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhañ en deus

koulskoude.

Ret eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e

tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu).

E 1972 e krou, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom

"Cauchemarrant", embannet gant Bédérama e 1979.

"Mennozhioù Du" (Idées Noires) zo embannet gant Le trombone illustré e 1977 da

gentañ ha gant Fluide glacial da c'houde.

Gant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken.

E 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin

evit an albomoù kentañ.

E 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù fiñv evit

ar skinwel.

Aet eo Franquin da anaon e 1997. Ne welo ket embannadur Gaston e rezh seitek levrenn

genheul e ti Dupuis, gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa

bev, e ti Marsu-Productions.

Laouen omp o kinnig an eil levrenn

e brezhoneg eus beiadurioù

ur paotr dizampart met

ken jentil...

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)