Kegid d'ar gousperou

Kegid d'ar gousperoù
Ar pemzek kevellenn a zo bodet en dastumad Kegid d'ar Gousperoù zo ar skridoù kentañ ma kejer gant ar C'hoar Fidelma, er bloavezhioù 90. Sebezet he deus al lennerion kerkent gant he ampartiz espar evit diskuliañ ar c'hevrinoù skrijusañ, diskoachañ an trivliadoù garv, gwarizi gri goloet gant neuzioù parfet, droukmennnadoù a wisk un diavaez santel... Evel pa oufe lenn dre vurzhud en empennoù hag er c'halonoù. Burzhud ebet aze avat, nemet dalc'husted ur vaouez spiswel, lemm he spered,
oc'h embreger he barregezh-poellata, dibleg ha difazi, ha pa ve ouzh beleg, priñs, lean, pe dasmant !
E digoradur Kegid d'ar Gousperoù e tispleg Peter Tremayne penaos eo bet ganet tudenn Fidelma, ha penaos ne vije ket bet anezhi, war bouez nebeut. Un druez e vije bet !
Kevellenn diwezhañ an dastumad zo bet troet gant Ninnog Latimier hag Herve Latimier. An testennoù all zo bet troet gant Jean-Michel Mahe.