Leor lesanoiou Kerne : arvor su bro-vigoudenn

Lesanoiou a roer d'an dud, hag en em lakeet eo Mikael Madeg da
zastum anezo, pez ne oa bet greet gand den ebed a-raog, pe
nemeur. Abaoe ugent vloaz, eo tro 17 000 lesano e-neus dasturnet !
Meur a leor e-neus embannet dija : diwal-benn lesanoiou Bro-Leon,
re Bro-Dreger ha Bro-Gwened, re Vro-Rouzig ha zoken... re Vro-Skos
!
Lesanoiou euz ar Vro Vigoudenn eo a vo kavet el leor-mañ. Eur 520
bennag e-neus M. Madeg dastumet anezo e seiz komun euz an
Arvor : Ar Gelveneg, Kombrid (gand Sant-Voran), Enez-Tudi, Loktudi,
Pennmarc'h (gand Keriti, Sant-Per ha Sant-Wenole), Pornaleg (gand
Leskonil), ha Triagad (gand Lechiagad).
Gwir eo pep tra e-barz al leor-mañ ! Sed aze c'hoaz peadra da hoarzin
pe da vousc'hoarzin, ha da zeski meur a dra diwar-benn ar
Vigouterien hag ar Bigoudenned.
Savet eo bet an tresadennou gand Malo Louarn.