Ar fri war ar gloued : danevellou

Ar fri war ar gloued
Ar baotred ? Pabored aliez-mad, ne reont nemed en em veuli, pa hellont...
An darempredou etre paotred ha merhed ? Stroñs-distroñs, hejdihej, karantezuz a-wechou... Ne deuont ket a-benn bepred na d'en em gavoud na d'en em garoud !
Petra 'reoh ! Daoust ha n'eo ket ar vuhez eur farsadenn ne zeuer ket beo diouti ?
Ar vrud e-neus Mikael Madeg da skriva leoriou diouz an druill. Gwir eo e-neus savet leoriou klaskerez a-zoare diwar-benn al lesanoiou, anoiou-lehiou an Arvor, feunteuniou brudet bro-Leon, ha kement 'zo.
Skrivagner eo ivez penn-kil-ha-troad, digor-frank gantañ e spered, ijin dezañ e-leiz. War sujed ar hwitadenn eo bet savet danevellou an dastumad nevez-mañ. Gouzoud a oar Mikael Madeg komz ouz e lennerien hag ober gand eur brezoneg yah.