Veze ket danset plinn !

Veze ket danset plinn !

Veze ket danset plinn !
2019187 pagesISBN 9782916835945
Format: Broché

Piv e Breizh n'anavez ket Jorj Cadoudal ? Jorj, komper Étienne Rivoallan ar soner bombarb brudet, Jorj ar paotr drant ha seder tomm e galon ouzh e vro hag ouzh ar sevenadur pobl, Jorj ar peizant, saver-denved e Brenniliz, Jorj hag e vinioù er stourmoù sokial e-pad ouzhpenn 70 vloaz, Jorj koshañ soner biniou Breizh, ezel eus Re an Are ?

Gras d'un enrolladenn kaset da benn gant Gege Gwenn e 2017 e c'hallo al lenner heuliañ Jorj Cadoudal en un danevell-buhez divoutin : ober anaoudegezh gant un den en devo treuzet eil hanterenn ar c'hantved kozh gant e reuz, met ivez gant adganedigezh ar sonerezh pobl a oa tonket da vervel asambles gant ar gevredigezh kozh. Bezañ eo testeni unan en deus kemeret perzh en e amzer, koulz evel peizant, soner ha stourmer. Ha n'eo ket liammet an tri zra-se ? Unan eus Re an Are, memor an dud, memor ar vro. Ha kement-mañ en ur brezhoneg yac'h ha pinvidik.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)