Feulster... Nann !

Feulster... Nann !

Feulster... Nann !
Éditeur: Al Liamm
201743 pagesISBN 9782736801243
Format: Broché

Tri c'hoarier yaouank, en-dro dezho war al leurenn, arvesterien ken yaouank all. Gerioù divalav, jestroù skoemp. Selloù kalet, selloù kollet. Feulster ! Peadra da brederiañ war un danvez skrijus, ur gwir binim evit hor c'hevredigezhioù.

E 1997 e oa bet savet Offsring , ur raktres evit kizidikaat an dud yaouank 12-25 bloaz ouzh ar c'hoariva e yezhoù minorelaet Europa. Er bloaz-se e c'hoarvezas un darvoud mantrus e kêrbenn Bro-Friz : drouklazh ur c'hrennard gant ur strollad tud yaouank. Frometha feuket voe an dud gant ar feulster-se.

Gewelt... Nee ! - Feulster... Nann ! - a voe savet ha c'hoariet el liseoù dreist-holl.

Troidigezh Goulc'han Kervella, rener Ar vro Bagan , kentañ strollad brezhoneger a vicher, a ro tro da bep hini da lenn, da zisplegañ pe da c'hoari Feulster... Nann ! . Ra dapo krog hor yaouankizoù brezhoneger er pezh-c'hoari etrebroadel-mañ.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)