Ar vuhez diamzeriet : ha marvailhoù all

Éditeur: Al Liamm
2020130 pagesISBN 9782736801427
Format: Broché
Ur bobl ha n'he defe ket a varvailhoù ken a ve tonket dezhi kaout ur marv yen.
Gant Yann Guillamot, konter ha marvailher abaoe amzerioù e yaou-ankiz flamm, e vez kinniget amañ un torkad marellet anezho, o lakaat war-wel dodennoù disheñvel dibabet e rummatadur Aarne-Thompson-Uther.
En tu all d'an testeni a hengoun, hag a oa bev-mat e Bro-Gernev da vare e vugeliezh, e vo kavet en o danvez roudoù ur gwir sevenadurezh, bet treuzkaset dre ar prezeg, gant ar remziadoù a-gent pellañ da re hor gourdadoù nesañ.
Un hêrezh dizanvezel dibar, hollgaeraet ha toniet gant yezh marzhus ha boemus hor pobl.
Salv ma ne zisplammo na ne c'hoeñvo biken bokidi gouez trebadus hor prezegerezh !
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)