Llena Davies. Foar Vre

Llena Davies
Roazhon er bloavezhioù '40. Stan a labour e rann ar
skiantoù er skol-veur, eno ivez emañ Llena o studiañ.
Penaos ec'h echuo an darempredoù etre an daou zen
yaouank-mañ? Daoust ha gallout a reer lakaat da
glotañ gwarizi gant karantez, speredoù dieub gant
speredoù entanet?
Souezhus eo bet istor an danevell-mañ, skrivet en
un doare modern-kenañ a-raok ar brezel, ha bet
embannet en un doare damguzh dre ma veze taolennet
enni, evit ar wech kentañ e brezhoneg, darempredoù
korf etre ur gwaz hag ur vaouez. Ken diaes e oa da
gavout ken e oa deuet da vezañ ur seurt "mojenn".
Foar Vre
Un estrañjourez o kemer an tren hag o vont da foar
ar c'hezeg war Dosenn Menez-Bre; netra souezhus,
emezit-hu?
An danevell-mañ, lakaet da vezañ unan eus ar
re wellañ bet skrivet e brezhoneg, a souezho al
lennerien.