Billy Paogamm

Billy Paogamm

Billy Paogamm
Éditeur: Emgleo Breiz
2004184 pagesISBN 9782911210372
Format: Broché

Eur pez-c'hoari didruez ha farsuz eo war eun dro, skrivet e 1996

gand eun Iwerzonad yaouank, Martin McDonagh. War eun

enezenn emaom e 1934, Billy, eur paotr kamm ha mahagnet a

dremen ar pez brasa euz e amzer da jom da zelled ouz ar zaout

ha da lenn leoriou. Pa zegouez Robert O'Flaherty deuz an

Amerik da zevel e film : " Man of Aran ", hemañ a lak en e zoñj

kuitaad Inishmaan da vond d'ober sinema da Hollywood.

Deuet eo da veza anavezet Martin Mc Donagh en eun neubeud

bloaveziou abaoe : " The Beauty Queen of Leenane " (1996) bet

c'hoariet er " Royal National Teatre " e Londrez e-neus roet lañs

dehañ da vad. War ar memez tro e skriv : " A Skull in Connemara "

ha " The Lonesome West ". An doare e-neus da skriva a zo tost-tre

deuz hini J.M. Synge pe hini Sean O'Casey : saozneg war ar

mêz eo a vez implijet gantañ, hini an inizi.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)