Loened toud ! : danevellou

Éditeur: Emgleo Breiz
2004173 pagesISBN 9782911210402
Format: Broché
- Daoust hag e haller en em gavoud digonfortusoh evid eur pesk en eur bod spern? Daoust hag e haller en em gavoud mezekoh evid eur haz paket gand eul logodenn? Nehetoh evid eur hisaout touzet gand eun dañvad?
Ya, a gavo deoh e-michañs goude boud lennet an danevell «ki ha kaz»...
Gand eun nebeud reou all e vo dizoloet:
- Piou eo diñdons ar bolitikerez.
- Penaoz dekori barlenn e stal war dem sportchou-goañv... pa vezer charkuter.
- Peseurt diforh zo etre eur marh hag eur marh-houarn.
Hag eur mor a draou ouspenn, pennadou a beb seurt, al lodenn vrasa anezo embannet evid ar wech kenta...
Traou da hoarzin... pe da vousc'hoarzin d'an nebeuta, ha traou siriusoh ive. Med pas re!
N'eo ket mad en em zebri gand soñjou du...
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)