Buhez ha fent

Buhez ha fent

Buhez ha fent
Éditeur: Emgleo Breiz
2009138 pagesISBN 9782911210938
Format: Broché

Sur eo eh anavezit anezo toud an dud `ba an istoriou-mañ. Penaoz `ta,

ne rit ket ? Geo `vad, ma z oh bet o pourmen kostez Bro-Leon eur

wech bennag, ma z eo c'hoarvezet ganeoh mond en ti-bank, pe en eun

davarn. Koñchennou a beb seurt a glever eno, traou c'hoarvezet e

gwirionez, m'hen tou, war bouez nebeud a dra yantao. E brezoneg

c'hwek, mardouen ! Ar politikerez, ar vuhez vodern, festival Kann al

Loar... O meno o-devez Feñchig ha Jopig war bep tra. Ne guz ket

Herve Lossec a-dreñv e fent memestra : gouzoud a ra diskouez plegou

e galon deom eun tamm bennag, buhez e vamm-goz hag hini Sebastian,

lesanvet Sebastopol ; e eñvorennou deuz ar skol, pe hoaz e

redadeg "trail" en Thailand. N'eo ket unan da gaoud hirêz deuz an

traou tremenet, gwelloh gantañ chom heb dizoñjal anezo, ha

c'hoarzin asamblez gand al lennerien, heb tamm aon ebed rag an

dazond !

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)