Keit ha ma vo esperans

Keit ha ma vo esperans

Keit ha ma vo esperans
Éditeur: Brud Nevez
2011111 pagesISBN 9782867751691
Format: Poche

Freuz ha reuz a zav aliez en-dro d'ar hêriou braz pa 'z eus eno

re a dud yaouank dilabour. Laerez, distruja otoiou ha me 'oar,

evid santoud ez eus anezo, ha netra ken. Amañ e Breiz n'eo

ket ken grevuz c'hoaz. Memestra e santom, gwechou zo, ez eo

prest an "dispah" da zevel.

Rei a ra Yann-Vadezour Lagadeg da gompren perag ha

penaoz, dre volontez vad, e teu a-benn tud zo da ziluzia ar

hudennou-ze. Istor Mai-Jo ha Ricardo eo. E-leh mond da-heul

eur blanedenn blên, divizet o-deus kenlabourad da zikour

tud paourra kêr Vrest. O houblad, hag o famill da-heul, a vo

gwall strillet gand ar stourm-ze. Derhel o hrog a raint avad,

gand ar pal beva en eur gevredigez savet diwar he diazez koz

ha digoret d'ar hengred, da bep hini da veva en dinentez hag

en eurvad.

Dediet eo e leor gand ar skrivagner d'an oll re o-deus gouest-let

o buhez da ober war-dro an trede hag ar pevare bed.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)