War an treuzoù

War an treuzoù

War an treuzoù
Éditeur: Aber
2011130 pagesISBN 9782916845098
Format: Broché

War an treuzoù

War an treuzoù...

Er pemzek kevellenn bodet amañ e liv Pierrette Kermoal ar mare bresk-se ma kemm pep tra, en un taol. Anken, glac'har, goanag, promesaoù ivez... Ha sevenet e vint ? Merc'hed eo alies a gemer ar gomz azivout darvoudoù pouezusañ ar vuhez - ar garantez, ar marv - gant from hag humour tro-ha-tro. Kriz pe eürus avat, er bed taolennet gant an aozourez e ren bepred ar gened.

Skrivagnerez, troourez, Pierrette Kermoal he deus ivez digoret al lennegezh vrezhonek d'ar skridvarnerezh o studiañ oberenn Roparz Hemon ha lennegezh Gwalarn  : Un Ene Tan, Arvezioù eus c'hoariva Roparz Hemon , in Liorzh al Lennegezh, A-youl ar Gwent, Addizoleiñ hon c'hoariva : Gorsedd-Digor, Dogan, Nomenoe-oe  !, gant Jakez Riou...

E-touez an troidigezhioù savet ganti emañ Ar Priñs Bihan, Skeudennoù da Gruzoe ha barzhonegoù all gant Saint-John Perse, Laeoù Marie de France.

He skridoù lennegel a c'hoarvez eus danevelloù, kontadennoù, kevellennoù, barzhonegoù, liesseurt-kenan o awen.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)