Beuzet diwar ar pont bras : div gontadenn ha teir danevell

Éditeur: An Alarc'h Embannadurioù
2019214 pagesISBN 9782916835976
Format: Broché
Petra eo al luc'hskeudenn-se eus un iliz-veur bet gwelet biskoazh gant gour ha diskoachet gant ur paotrig en ur skouerenn gozh eus Buhez ar Sent ? War be du e troio planedenn an denelezh e-kreizig-kreiz Amazonia ? Petra zo boutin 'ta d'an holl dud kozh lazhet e mareoù serr-noz e kornôg ar vro hag a roio bec'h d'an enseller Eganton Kergrist ha d'e gomper saoz ? Dre benaos e tenno da vraz un tamm chikan etre ur bugelig amsent hag e dad hollvrudet ? Petra a ra d'un ofiser a bolis diskenn daeroù e dibenn e enklask ? Sed amañ pemp goulenn hag a vo roet pep a respont dezho gant an danevelloù - pe ar c'hontadennoù - a lennoc'h el levr-mañ.
Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)