Krampouezh ha galetez e Breizh a-bezh

Krampouezh ha galetez e Breizh a-bezh

Krampouezh ha galetez e Breizh a-bezh
Éditeur: Coop Breizh
2020119 pagesISBN 9782843468971
Format: Broché

Krampouezh ha galetez e Breizh : gwezhall dispriziet ha bremañ ken priziet

Anavezet mat eo ar c'hrampouezh gant an holl, emit-hu ? Ma, kredit pe ne rit ket, danvez a-walc'h zo enno da vagañ enklaskoù a live uhel c'hoazh. Setu tolpet war-dro ar billig ur strollad arbennigourien war an Istor, an arkeologiezh, an etnologiezh, an antropologiezh ha war ar bevfizik zoken, diwar goulenn pemp mirdi e Breizh.

Fonnus-kaer eo ar boued-spered zo bet serret ganto el levrmañ, skeudennoù hag all.

Peadra zo da souezhañ ha da zeskiñ war stumm ar pilligoù ha framm an oaled abaoe ar Grennamzer, war furnez ar bobl ha kredennoù kozh an dud, ha c'hoazh war gizioù an amzer gwechall hag an deiz a-hiziv, er gegin, er pardon hag en tikrampouezh...

Marteze e vo degemeret ar grampouezhoniezh evel ur gwir skiant un deiz bennak, piv'oar. Evit bremañ eo an teñzor priziusse ul lodenn a-bouez e sevenadur ar Vretoned, hep mar ebet.

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)