Avalon

Avalon
Éditeur: Keit Vimp Bev
201085 pagesISBN 9782868241474
Format: Broché

War ur pont maen e oa Sinead, Duncan ha Luigi. Treuzet o doa

ur gêriadenn, hag e gwirionez e oant kollet. Ne welent ket

mui trolinennoù uhel ar menezioù o begoù goloet gant erc'h

peurbadel. Ankeniet e oa Luigi. Ne anaveze ket an hent-mañ ha,

goude daou zevezh war varc'h, ne ouie ket gant peseurt hini ez

ae an tri c'hompagnun. Ouzhpenn-se en doa merzet an templour

roudoù kezeg war an douar glebiet gant ar glav.

Gant e gest emañ Duncan atav, an hudourez Sinead hag an

templour kozh Luigi en e gichen. War roudoù e dad emañ

abaoe al levr kentañ. Ha dont a raio a-benn d'en em gavout

gantañ, daoust da Roy Black oc'h enebiñ dalc'hmat ?

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)