Liorz ar yezhoù

Liorzh ar yezhoù
Kantreadenn dre ar yezhoù
Goude ar veaj A-hed ar Panamericana , ez eo d'ur gantreadenn nevez eo kouviet al lenner gant Jorj Abherve-Gwegen : eus Afrika, kavell an denelezh, da Azia, goude tremen dre Europa hag Amerika. Kantreadenn divoas, pa 'z eo da heul ar yezhoù e valeer, yezhoù bihanniver peurvuiañ.
E lies kelaouenn eo, diouzh e lennadennoù, en deus pennaouet an aozer an ditouroù prizius a vag e oberenn. Yezhoù nebeut anavezet a zizoloer gant Liorzh ar Yezhoù , ha doareoù dibar a-wechoù bet ijinet d'o lakaat da vleuniañ, ha pa ve en amveziadoù kaletañ.
Un dro a'r bed dic'hortoz eo Liorzh ar Yezhoù eta.
Anezhañ ur spered kurius a zen en deus klasket Jorj Abherve-Gwegen, a-viskoazh, dizoleiñ, dre e lennadennoù pe e veajoù, sevenadurioù nebeut anavezet. Heklev anezho a gaver en e destennoù bet embannet war gelaouennoù brezhonek.
Kenlabourer da Aber , en deus savet ingal enni abaoe 2010 ar pennadoù bodet el levr-mañ.