Breiz war-raog

Breiz war-raog

Breiz war-raog
Éditeur: Emgleo Breiz
200794 pagesISBN 9782911210662
Format: Broché

Eun afer a galon hag a efedusted eo ar politikerez evidon. Pa oan

yaouank, ne ouien ket e vijen deuet da veza mêr Landerne. En va

bleud e vezan o sevel traou nevez hag oh êsaad buhez an dud. Ar

pouez a lakom da skwer war al lojamañchou sosial hag en em gavet

om da ouspenn 16 % : n'eus ket kemend-all e peb leh ! Landerne n'eo

ket eur gêr pinvidig, med fichet brao eo bet.

Gand ar c'hoant da lakaad an traou da jeñch ha da stourm evid ar justis,

ne hellan beza nemed euz an tu kleiz. Me 'zo en va êz er PS. Rag

ar PS a zo ken breizad ha forz piou. Kudennou Breiz a zo kudennou

an oll Vretoned. Red eo digreizenna beteg penn.

Dibabet am-eus labourad war dachenn ar yez. Rag ar brezoneg eo va

bro din-me ivez. Evid ar wech kenta, ez eus bet kinniget eur gwir politikerez

evid ar yez : n'eus bet nemedom oh ober ! Voti war eur plañ

e-neus greet Kuzul ar Rannvro. Felled a ra deom ober gand eur brezoneg

pobl, a vo ar muia posubl a dud o komz anezañ. Ar pez a zo frealzuz

eo gweled pegement a ijin a zo. Ar politkerez-yez a ro fiziañs d'an

dud, ha dreist-oll d'ar re yaouank.

Yann-Ber Thomin

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)