Marv eo Fañch ! : 24 danevell bet savet gant oberour : interamant toñ zidor

Goude Interamant Ton Zidor , setu istorioù,
mojennoù ha danevelloù all. Traoù bet bevet
da vad, met kempennet tamm pe damm ; lod all
ijinet penn-da-benn ; lod c'hoazh a c'hoari gant
skridoù skrivagnerion vrudet... Pennadoù etre
fent ha from, etre faltazi ha fallentez, etre
c'hoarzh ha daeroù, tud ha loened kemmesket
war leurenn ar vuhez.
Ar yezh implijet gant Fañch Jestin ? Brezhoneg
gwirion, poblek, yac'h, buhez ennañ, tost da
c'hwrizioù ar yezh hervez Paolig Combot. Skrivet
brav, aes da lenn, plijus da implijout er c'hentelioù
brezhoneg... (Goulc'han Kervella). Ar yezh-se a zo
amzer-da-zont ar brezhoneg (Glaoda Millour).
Ganet e parrez Lannijen, bet kazetenner diouzh e
vicher, Fañch Jestin a zo o chom hiziv war e leve e
bro Pennmarc'h. War an diwezhat eo kroget da
skrivañ e brezhoneg, yezh e vugaleaj.