Geriadur ar vezekniezh : galleg-saozneg-brezhoneg. Vol. 4. Dépôt-Expressivité. Dictionnaire de médecine : français-anglais-breton. Vol. 4. Dépôt-Expressivité

Éditeur: Preder
2010ISBN 9782901383727
Format: BrochéLangue : Français

Gant pevare levrenn Geriadur ar Vezekniezh e teu e gouloù 640

eus an 2000 pajenn a yelo d'ober an oberenn.

Boulc'het ouzhpenn pemont vloaz 'zo pa oa an aozer studier

c'hoazh, ez eo bet azveret ar Geriadur-mañ a-hed ar bloavezhioù

a-geñver gant araokadennoù ar vicher ha dispakadur diskiblezhioù

nevez evel an Hangaeoniezh hag ar Vevoniezh volekulel.

A ziv lodenn e c'hoarvez pep Rann : ar 160 pajenn gentañ, moulet

war baper gwenn, zo un tamm eus korf ar Geriadur. Hemañ a c'hoarvez

a velladoù titlet gant pep a dermen en o furmoù gallek, saoznek ha

brezhonek, heuliet gant an despizadur brezhonek anezho. En tu all d'ar

melladoù e vez isvelladoù renket ivez diouzh urzh al lizherenneg, graet

gant bommoù gallek-brezhonek en dro d'un termen pe d'e zeveradoù.

An eil lodenn, moulet war baper a liv (85 anezho er Rann-mañ), a

ro lec'h d'ar Gerva brezhonek-gallek eus an termenoù mezegel arveret

er Rann, anezho pe nevezc'herioù hag amprestoù, pe gerioù gwriziennet

er yezh ha kemeret en ur ster arbennik. Notet e vo un emdroadur e

doare ar Gerva : a-dal d'un niver war gresk a dermenoù brezhonek e

kaver kevatalioù gallek ha saoznek liesger hag a-c'hinsell bommoù

brezhonek dirak termenoù allyezh unger 'zo. An arouez eo emañ ar

brezhonek o c'hounit un emrended c'heriadurel a live gant e emrended

yezhadurel

Ce livre est proposé par (0) membre(s)
Ce livre est mis en favori par (0) membre(s)